klask

Meur a sonenroladennoú
Meur a soner pe ganer

E 1949 eo bet aozet e Kemper ar genstrivadeg sonerion kentañ gant Bodadeg ar Sonerion. En arbenn d’an darvoud-se e oa bet savet ur gelaouadenn gant Mirdi Broadel an Arzoù hag an Hengounioù pobl e Pariz (Musée National des Arts et Traditions Populaires).
A-hed ar bloavezhioù hag ar c’henstrivadegoù eo bet graet enrolladennoù gant an ORTF pe tud a youl-vat hag o doa dafar enrollañ, ‘pezh a oa ral d’ar poent-se. Da c’houde eo bet graet al labour-se gant B.A.S, deuet da vezañ Sonerion, pe gant kevelerien evel radioioù ar vro pe kevredigezhioù da-skouer.

E penn kentañ ar bloavezhioù 2000, eo ganet ur c’henlabour etre Bodadeg Ar Sonerion ha departamant Penn-ar-Bed evit nivereliñ, mirout, studial ha skignañ an enrolladennoù-se d’an holl dud.

Digeriñ a ra Sonerion an diellaoueg-se gant asañt Kuzul Departamant Penn-ar-Bed hag e servij dielloù. Kavout a rit enroladennoù etre ar bloavezh 2000 ha 2015. A benn nebeut e vo klotaet gant enroladennoù koshoc'h ha gant ar re nevesañ.

E-barzh ar “c’hrignol”-se e c’helloc’h kavout dielloù klevet an darvoudoù aozet gant Bodadeg Ar Sonerion. Ur gwir binvidigezh a-fed hor sonerezh poblek hag hor sevenadur hengounel ha bev.

Evit pep darvoud, e kinnig ar portal-mañ an holl sonerien o deus kemeret perzh, met e vank lod memestra (ar re-se a zo merket).

Posubl eo pellgargañ an enroladennoù er stumm mp3 evit un implij prevez. Perc’hennet eo an danvez gant ar sonerien. Red eo goulenn ganto a-raok korvoiñ anezho e mod foran, a stumm gant al lezennoù gall.

Evit mont e darempred ganeomp diwar-benn an dielloù: sonotek@sonerion.bzh
Sonotek EQ

Sonerion
Conseil départemental du Finistère

Kevelerien Sonerion

Partenaires Sonerion